Diverradenn – Résumé.
Ar c’hentañ levr skrivet gant Paol Ar Meur evit Lennomp eo. Ur romantig avañtur skiant-faltazi eo « Galia 2.0 ». E 2063 e c’hoarvez an traoù. Pa ‘z eo aet tommoc’h an hin eo deuet Breizh da vezañ ur c’hornad da sachañ tud a glask un endro bevañ plijusoc’h. Ne c’hell ket ar re zibourvez kenderc’hel da chom e Breizh, ken uhel eo aet koust al lojeiz enni gant kresk ar goulenn annezañ. Abalamour da se eo bet harluet Aziliz hag he mamm kostez Pariz gant ar servijoù sokial. Pa ne respont ket mui ar plac’h yaouank da bosteloù Gwendal, he muiañ-karet chomet e Breizh, e tiviz hemañ klask gouzout petra eo deuet da vezañ.
Adkavout a raio roudoù eus ar plac’h dianket en ur vannlev deuet da vezañ ur rouantelezh c’halian mod an trede milved, ur rouantelezh hep galloudoù ofisiel bet savet gant diskennidi enbroidi deuet eus kornioù all eus ar bed, hag o doa divizet ober gant ur c’hiz bevañ galian evit kreñvaat o gwir da vezañ gwelet evel tud eus ar vro, penn-kil-ha-troad, aet ma oant skuizh o c’houzañv ar rebech eus o orin estren. C’hoari a raio Gwendal e glasker-chañs evit kavout ar mod da ziskoulmañ kudennoù Aziliz.
Prest eo al levr, evel ar re all, met ne vo moullet nemet ma vez rakprenet 187 skouerenn.
C’est le premier livre de Paol Ar Meur écrit pour Lennomp. « Galia 2.0 » est un roman d’aventures futuristes. L’action se déroule en 2063 à une époque où la Bretagne est devenue un refuge pour les personnes aisées fuyant les effets du réchauffement climatique. Gwendal, le personnage principal, part à la recherche de sa petite amie, Aziliz, exilée par les service sociaux en région parisienne et dont il est sans nouvelles. Il la retrouvera dans un royaume gaulois d’opérette érigé par des descendants d’immigrés dans le but de légitimer leur présence sur le territoire français.
Skrivet gant Paol Ar Meur

