En 2026, 6 livres seront édités :
1 dans la collection « Bisousig »,
1 dans la collection « Fri-furch »,
2 dans la collection « Korventenn »,
et 2 dans la collection « Aes da lenn ».
E 2026 e vo embannet 6 levr :
1 er rummad « Bisousig »,
1 er rummad « Fri furch »,
2 er rummad « Korventenn »,
ha 2 er rummad « Aes da lenn ».
Dans la collection Bisousig
- « N’ouzon ket »
écrit et illustré par Lilyan.
Beaucoup de bêtises ont été faites dans la maison ! Mais par qui ? Personne ne le sait !
Ce livre est fin prêt mais ne sera imprimé que s’il remporte 163 exemplaires.

En dastumad Bisousig
- « N’ouzon ket »
skrivet ha skeudennaouet gant Lilyan.
Kalz sotonioù zo bet graet en ti ! Met gant piv ‘ta ? Den ne oar !
Prest eo al levr-mañ, met ne vo moullet nemet ma vez rakprenet 163 skouerenn.
Dans la collection Fri-furch
- « Marousya n’eo ket laouen »
écrit et dessiné par Alan Dipode.
Marousya est la fée qui peint son pays. Elle soigne son travail, mais voilà qu’on vient le salir ! Alors elle range ses outils.
Ce livre est fin prêt mais ne sera imprimé que s’il remporte 163 exemplaires.

En dastumad Fri-furch
- « Marousya n’eo ket laouen »
skrivet ha treset gant Alan Dipode.
Ar voudig a laka livioù war he bro eo Marousya. Aketus e vez en he labour, met setu ma teuer d’e vastariñ ! Klenkañ he binvioù a ra neuze.
Prest eo al levr-mañ, met ne vo moullet nemet ma vez rakprenet 163 skouerenn.
Dans la collection Korventenn
- « Galia 2.0 »
écrit par Paol Ar Meur.
C’est le premier livre de Paol Ar Meur écrit pour Lennomp. « Galia 2.0 » est un roman d’aventures futuristes. L’action se déroule en 2063 à une époque où la Bretagne est devenue un refuge pour les personnes aisées fuyant les effets du réchauffement climatique. Gwendal, le personnage principal, part à la recherche de sa petite amie, Aziliz, exilée par les service sociaux en région parisienne et dont il est sans nouvelles. Il la retrouvera dans un royaume gaulois d’opérette érigé par des descendants d’immigrés dans le but de légitimer leur présence sur le territoire français.
Le livre est prêt, comme les autres, mais ne sera imprimé que s’il suscite 240 préachats.

Er rummad Korventenn e vo
- « Galia 2.0 »
skrivet gant Paol Ar Meur.
Ar c’hentañ levr skrivet gant Paol Ar Meur evit Lennomp eo. Ur romantig avañtur skiant-faltazi eo « Galia 2.0 ». E 2063 e c’hoarvez an traoù. Pa ‘z eo aet tommoc’h an hin eo deuet Breizh da vezañ ur c’hornad da sachañ tud a glask un endro bevañ plijusoc’h. Ne c’hell ket ar re zibourvez kenderc’hel da chom e Breizh, ken uhel eo aet koust al lojeiz enni gant kresk ar goulenn annezañ. Abalamour da se eo bet harluet Aziliz hag he mamm kostez Pariz gant ar servijoù sokial. Pa ne respont ket mui ar plac’h yaouank da bosteloù Gwendal, he muiañ-karet chomet e Breizh, e tiviz hemañ klask gouzout petra eo deuet da vezañ.
Adkavout a raio roudoù eus ar plac’h dianket en ur vannlev deuet da vezañ ur rouantelezh c’halian mod an trede milved, ur rouantelezh hep galloudoù ofisiel bet savet gant diskennidi enbroidi deuet eus kornioù all eus ar bed, hag o doa divizet ober gant ur c’hiz bevañ galian evit kreñvaat o gwir da vezañ gwelet evel tud eus ar vro, penn-kil-ha-troad, aet ma oant skuizh o c’houzañv ar rebech eus o orin estren. C’hoari a raio Gwendal e glasker-chañs evit kavout ar mod da ziskoulmañ kudennoù Aziliz.
Prest eo al levr, evel ar re all, met ne vo moullet nemet ma vez rakprenet 240 skouerenn.
- « Gwalleurioù un debrerez linad »
écrit par Laurence Lavrand.
Le livre est prêt, comme les autres, mais ne sera imprimé que s’il suscite 240 préachats.

- « Gwalleurioù un debrerez linad »
skrivet gant Laurence Lavrand.
Prest eo al levr, evel ar re all, met ne vo moullet nemet ma vez rakprenet 240 skouerenn.
Dans la collection Aes da lenn
- « Daeroù an donvor »,
écrit par Jakez-Erwan Mouton.
C’est également le premier livre écrit par Jakez-Erwan Mouton pour Lennomp. Loeiz, adolescent de 14 ans, est remarqué par son instituteur pour son intelligence. Il lui obtient une bourse pour aller au collège. Cependant, la mort de son père péri en mer, l’oblige à subvenir aux besoins de sa famille. Le voilà embarqué à bord d’un morutier et confronté à la rude compagnie des pêcheurs, les « forçats de la mer ». Il devra résister à ce monde impitoyable. Mais une rencontre providentielle changera son destin…
Ce livre est prêt mais ne sera imprimé que s’il remporte 240 exemplaires.

Er rummad Aes da lenn e vo
- « Daeroù an donvor »,
gant Jakez-Erwan Mouton
Ar levr kentañ skrivet gant Jakez-erwan Mouton evit Lennomp eo ivez. Loeiz, ur c’hrennard 14 vloaz, zo merket gant e vestr-skol abalamour d’e speredigezh. Drezañ e tap Loeiz ur yalc’had evit mont d’ar skolaj. Siwazh, marv e dad war vor a redi anezhañ da vasta da ezhommoù e diegezh. Setu-eñ lestret war bourzh ur vag-morueta, ma rank talañ ouzh kompagnunezh rust ar besketaerien, « galeourien ar mor ». Ret e vo dezhañ herzel ouzh ar bed didruez-se. Hogen dre ur gejadenn salvus e vo kemmet e blanedenn…
Prest eo al levr-mañ, met ne vo moullet nemet ma vez rakprenet 240 skouerenn.
- « Mousc’hoarzhoù a-dreuz »,
écrit par Alan Dipode
Kaylia est nouvellement arrivée au lycée, venue d’un collège aux Antilles. C’est peu de temps après la rentrée scolaire qu’elle fut agressée par deux voyous à cause de la couleur de sa peau. Arzhur arriva par hasard pour la défendre, et le voici souffrant aussi de leur exécration.
Le livre est prêt mais ne sera imprimé que s’il remporte 240 exemplaires.

- « Mousc’hoarzhoù a-dreuz »,
gant Alan Dipode
Nevez-erruet el lise e oa Kaylia, o tont eus ur skolaj en Antilhez. Ne voe ket pell goude an distro-skol ma voe taget gant daou hailhon en abeg da liv he c’hroc’hen. Dre zegouezh ec’h erruas Arzhur evit he difenn, ha setu-eñ o c’houzañv ivez diwar argarzherezh ar re-se.
Prest eo al levr, met ne vo moullet nemet ma vez rakprenet 240 skouerenn.
